Ben Vautier

Ben Vautier en e stalier e 2016.

Benjamin Vautier, pe Ben, a oa un arzour ar gweled gall ha suis, bet ganet d'an 18 a viz Gouere 1935 e Napoli ha marvet d'ar 5 a viz Even 2024 e Nisa. Mab-kuñv d'al livour suis Benjamin Vautier (1829–1898) e oa.

Brudet e voe kerkent ha dibenn ar bloavezhioù 1960, a-drugarez d'e « skriturioù » peurgetket, displeget e doareoù a bep seurt. Un arzour goude-modern anezhañ, emezelañ a reas el luskad Fluxus goude endevout kejet ouzh an arzour George Maciunas e Londrez e miz Here 1962.

Difenn a rae ar minorelezhioù en holl vroioù, a-du e oa gant Okitania dieub ha Tibet dieub, da skouer.

Diskouezet eo e oberennoù en ur bern mirdioù ha dastumadoù dre ar bed, en o zouez e Mirdi Arz Modern New York (MOMA) ha Kreizenn Georges Pompidou e Pariz. Savet e voe un diskouezadeg vras anezhañ e 2022 gant Mirdi Skol-veur Arz a Vremañ Mec'hiko.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy